en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 19 a viz Mae 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 19 a viz Mae 2026

Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier.

Ur fest en enor da Erik Marchand

Tri devezh 'neus padet ar fest en enor da Erik Marchand ! E Poullaouenn hag e Groñvel e oa dalc'het ar sizhun baseet. Krismenn, Nathalie ha Jean-Yves Quéré a vo da glevet er reportaj-mañ.

Ur reportaj gant Emrys (Radio Bro-Gwened) hag Aodren Trehin.

Rap ha Stourm

Rap ha Stourm, ar c'hentañ festival rap e brezhoneg a oa dalc'het e Plougonver digwener, en ostalidi an Dibar ! Pemp strollad rap eus ar vro a oa pedet da zont d'un tamm fest-mañ, e-giz 'neus ket bet morse ebet e Breizh betek-henn.

Ur reportaj gant Erwan Blanchard

Ha da glevet ivez :

  • Nec'het eo an OMS gant ar pennad Ebola war ar C'hongo

  • Droadoù-peaj a zo bet lakaet e plas gant an Iran evit ar bagoù e strizh-mor Ormuz

  • Ur voger a vo savet etre ar Chili hag ar Perou

  • Trenket eo ar soubenn etre Canal + hag ar sinema er Frañs

  • Ur c'hinnig-lezenn da dorriñ ar breskripsion evit forsidigezh ar vugale er Frañs

  • Afer Pierre-Jean Mahé en Oriant

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio